Skritur tibetek

Testenn skrivet er stil boutin (Dbu-can)
Testenn skrivet er stil "dibenn" (Dbu-med)

N'eo ket ar skritur tibetek ul lizherenneg, un abugida eo evel an holl zoareoù-skrivañ krouet diwar skouer doareoù-skrivañ yezhoù India gant Thonmi Sambhota e-kreiz ar VIIvet kantved hervez ar mojennoù.

Implijet e vez evit skrivañ an tibeteg hag ivez an dzongkha.

Daou stil pennañ a vez implijet dre vras : ar skritur u-can (Dbu-can), skrivet pe moullet gant ul linenn a-us al lizherennoù evel en devanagari hag ar skritur u-mey (Dbu-med), "dibenn".

Luziet a-walc'h eo doare-skrivañ an tibeteg e-keñver distagadur ar yezh, rak er skritur e vez graet dave da kengerioù na vezont ket distaget. Abalamour da se e vez gwelet alies a-walc'h doareoù disheñvel evit skrivañ an tibeteg gant al lizherennoù latin : un treuzlizherennadur rik a diskwel pep lizherenn er skritur tibetek ha mut e vefe pe get, d.s. "dbu-med" ; hag un treuskrivadur a diskwel penaos e vez distaget pep ger hep ober van d'an doare ma vez skrivet hervez reolennoù ar skritur tibetek, d.s. "u-mey".

Dre ma'z eo ar skritur tibetek un abugida anezhañ e talvez pep lizherenn diazez d'ur silabenn enni ur gensonenn digemm hag ur vogalenn diazez ("a") a c'hell bezañ kemmet dre ouzhpennañ skrapoù a bep seurt anvet vogalennoù stag.

Lizherennoù kevrennek a vez implijet ivez evit skrivañ meur a vogalenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Ouzhpenn-se e vez lakaet ur pik (tseg) etre pep silabenn. Dre ma'z eo unsilabenneg darn vrasañ gerioù an tibeteg e talvez kement-mañ hogozig da lakaat ur pik etre pep ger.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search